Dielloùs de tous les articles
Aman e kavoc'h pep pennad brezhonek a zo e Botanix.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour
Plantañ bulboù bleuñvus ha hadegoù
Tennit ar bulboù ho peus resevet dre ar post diouzh o fakaj ha lakait anezho en disheol e-pad 2–3 devezh. Gallout a rit plantañ anezho kerkent ha resevet ivez, met dalc'hit anezho en disheol e-pad un nebeud devezhioù. Diwallit anezho diouzh bannoù an heol, a-hend-all e c'hallfent bezañ gwallet.
Meurzh 17.7.2012 10:53 | Moullañ | Alioù evit gounit plant
Gounit skouarnog (Pleurotus ostreatus)
Poblekoc'h eget ar c'hebell-touseg e vez ar skouarnog (Pleurotus ostreatus) bremañ. Kemer a reont o c'hreñv war ar c'hebell-touseg dre ma ne c'hallont ket bezañ kemmesket gant Amanita phalloides, ur spesad binimus.
Meurzh 17.7.2012 10:21 | Moullañ | Kebell-touseg
Ar pin-khasi (Pinus kesiya)
Ar pin-khasi (Pinus kesiya) a zo gwez a gresk buan, hag a zeu eus Azia. Ne greskont ket nemeur er-maez eus o bro c'henidik. Tizhout a ra ar gwez war-dro 30–35 metrad a uhelder hag ar c'hefioù betek 1 m treuz. War bep skourr e vez 3 spernenn dezhi 15 betek 20 cm hirder. Ar frouezh (tulbennoù) o deus un hirder etre 5 ha 9 cm hag an had a zo o ment etre 1,5 ha 2,5 cm hed.
Petra ober gant ar geot touzet ?
Petra a vez graet gant geot touzet ? Ma plij ganeoc'h kaout un tapis leton kaer eo dav deoc'h touzañ alies-tre, met dre-se ho po ur bern dilerc'hoù, ha ne ouezoc'h ket petra ober diouto. An darn vrasañ eus al liorzhourien a anavezan a daol anezho gant al lastez. Me n'on ket evit krediñ e c'hallfe tud zo en em zizober diboell diouzh teil ken marc'had-mat!
Penaos touzañ al leton ?
Evit kaout ul letonenn stank ez eo a-bouez touzañ anezhi a-feson. Ne vo ket liv mat war ho pin pe ho sapr ma n'eo ket kempenn al letonenn en-dro dezho.
Implanter une nouvelle pelouse
La meilleure période pour implanter une nouvelle pelouse ou regarnir une pelouse abîmée s’étend de mai à juin. Etant donné qu’il y a eu relativement peu de précipitations cette année, la période la plus favorable est le mois de juillet.
Gounit ar bederdelienn-dour – Marsilea peder-delienn (Marsilea quadrifolia)
Pederdelienn-dour
Raden-dour eo ar bederdelienn-dour (Marsilea quadrifolia), damheñvel he delioù ouzh re ar melchon. Ha kavout a ra deoc'h n'eus netra boutin etre ar gerioù raden-dour ha melchon ? Geus avat, deskrivañ a reont mat-tre ar plant divoas-mañ, kinklus-kaer ha peuzanavezet gant al liorzhourien.
Korzennoù-gwrizienn hir-tre, dezho stumm ur re lasoù, he deus ar bederdelienn-dour. Peder delienn o deus an delioù, hag a flot war c'horre an dour. Damheñvel int ouzh re ar bederdelienn da gentañ-razh. Pa tenner ar c'horzennoù-gwrizienn diouzh an dour en diskar-amzer e weler sporokarpoù (“divilhoù” bihan, dezho ment ur favenn; enno e tiwan ar sporennoù). Diwar-se e c'haller lavaret e teu ar bederdelienn-dour diwar raden. Kreskiñ a ra en doureier sioul, pinvidik en elfennoù magus, e pep kevandir estreget Amerika ar C'hreisteiz.
Yaou 26.4.2012 15:40 | Moullañ | Plant dour
Lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera)
Bleunienn al lotuz-sakr
Al lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera) a zo plant-dour kaer, ganto delioù glas hag a flot war gorre an dour. O bleunioù roz a zarneuñv e penn ur gorzenn dev meur a gantimetr a-us d'an dour.
Sakr eo bleuñv al lotuz-sakr, hag implijet e vezont gant ar Voudisted e-kerzh lidoù relijiel. Ar blantenn en he fezh a zo mat da vezañ debret, daoust ma ne vez implijet nemet an hadoù hag ar c'horzennoù-gwrizienn (rizomoù) e keginerezh hengounel gevred Azia. Plant-geun eo al lotuz-sakr, ha gallout a reer gounit anezho er memes doare hag al loa-zour. N'eo ket diaes gounit ar plant-mañ er broioù-mañ, n'eus nemet gouzout an doare!
Merc'her 25.4.2012 09:39 | Moullañ | Plant dour
Gwez-butun (Nicotiana glauca) – ur spesad plant dispar evit ho pondalez
Gwez-butun Nicotiana glauca
C'hoant o devez an dud dalc'hmat da gaout traoù nevez, dibar, divoas. Pep liorzhour a fell dezhañ gounit un dra nevez en e liorzh, ur spesad peuzanavezet pe dianav… hag abalamour da se eo e vez kinniget plant nevez war ar marc'hadoù bep bloaz, evit dic'hoantañ al liorzhourien. Pa vez kinniget spesadoù nevez e vezont strewet buan-kenañ, hag e teuont da vezañ boutin d'an holl liorzhourien.
Lun 23.4.2012 09:35 | Moullañ | Plant ar broioù pell
Gounit mangez diwar had
Hadit had fresk evit kaout ar gwellañ eginadur. Hezit an had en dour dindan 20–25°C e-pad 2–6 eurvezh.
Meurzh 17.4.2012 17:31 | Moullañ | Plant ar broioù pell, Alioù evit gounit plant
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour