Dielloùs de tous les articles
Aman e kavoc'h pep pennad brezhonek a zo e Botanix.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour
Dielloù miz : C'hwevrer 2012 (3 texty)
Anonez-Spagn (Annona cherimola)
Er bloavezhioù-mañ e vez emporzhiet muioc'h-mui a frouezh o tont eus broioù pell en Europa. Ur cherimoya am eus prenet ha tañvaet. Ral eo d'ar frouezh-mañ bezañ gwerzhet, met bremaik e vo kavet en dibab frouezh.
Anv boutin frouezh an anonez-Spagn (Annona cherimola) eo cherimoya. An anonez-Spagn a ziwan e traoniennoù an Andoù, e 1500 m uhelder adalek Kolombia betek Perou. Harzañ a ra ouzh ar yenijenn, ha dre-se eo bet skignet e rannoù all eus ar bed, hag int tommoc'h a-wezhioù, betek en Israel ha Su Spagn. War-dro 120 spesad anezhañ a zo.
Merc'her 29.2.2012 22:26 | Moullañ | Plant ar broioù pell
Gwez bara Artocarpus odoratissimus, Marang
Genad Gwez bara (Artocarpus) war-dro 60 spesad gwez trovanel, padus o delioù, eus kerentiad ar Moraceae (kerentiad ar vouarenn ha kerentiad ar figezenn). Kavet e vezont e Gevred Azia ha war inizi ar meurvor Habask. Tost-kar eo ar gwez bara da Ficus (figezenn). Ar gwez bara gounezet ar stankañ a zo Artocarpus altilis. Spesadoù all, evel Artocarpus communis, Artocarpus integer (Cempedak), Artocarpus heterophyllus (Jackfruit, Nangka) hag Artocarpus odoratissimus (Marang) en em gav e kerentiad ar gwez bara ivez.
Meurzh 28.2.2012 22:23 | Moullañ | Plant ar broioù pell
Te Sina – gounezit ho te deoc'h-c'hwi !
Kerkent hag echuet an hañv, a-raok donedigezh ar goañv eta, e vez pep liorzhour o soñjal dija er pezh a c'hounezo er bloaz war-lerc'h. N'oc'h ket entanet ken o c'hounit tomatez, pimant dous pe kokombrez ? Ha prest oc'h da arnodiñ un dra nevez ? Un dra egzotek ? Ha c'hoant ho pefe da c'hounit ho te deoc'h-c'hwi ?!
Lun 27.2.2012 22:18 | Moullañ | Plant ar broioù pell
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour