Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Dielloùs de tous les articles

Aman e kavoc'h pep pennad brezhonek a zo e Botanix.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour

Auteur :

Dielloù miz : Meurzh 2012 (9 textů)

Mangez Kalimantan, Kasturi (Mangifera casturi)

Ar gwez-mangez Kalimantan (Mangifera casturi), anavezet c'hoazh evel Kasturi e-touez tud Borneo, a zo ur spesad gwez frouezh, war-dro 10–30 m a uhelder anezho, o tont eus ur vro vihan e-kichen Banjarmasin e kreisteiz Borneo (Indonezia). Ne gaver ket ken a wez gouez anezho abalamour d'an digoadañ dilezenn, met gounezet e vezont c'hoazh evit o frouezh c'hwek.

Gwener 9.3.2012 16:11 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Mangez eus Indonezia

34 spesad mangez (Mangifera) henvroat a gaver en enez Borneo, en Indonezia. Meur a spesad a zo en arvar da vont da get, abalamour da zigoadañ ar c'hoadeier trovanel. Reoù 'zo a zo aet da netra dija, evel ar mangez Kalimantan (Mangifera casturi).

Reoù all a zo en arvar, evel Mangifera griffithi (anavezet du-hont evel : asem raba, ha romian), Mangifera pajang (asem payang), Mangifera quadrifida (asem kipang) ha Mangifera torquenda (asem putaran).

Yaou 8.3.2012 22:58 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Welwitschia mirabilis – gounit ur fosil bev

foto

Welwitschia mirabilis

Welwitschia (Welwitschia mirabilis) a zo plant kozh-douar hag a gresk en ur vro vihan a-hed aodoù ar Meurvor Atlantel e Namibia hag e Su Angola. Ur spesad gwez eo Welwitschia e gwirionez, daoust d'o neuz. Ur c'hef berr a ya d'ober ar blantenn, gant div zelienn heñvel ouzh rubanoù rodellek o fennoù pilhoustennek o kreskiñ diwarnañ. Diouzh ar c'hentañ gwel eo heñvel ar Welwitschia ouzh ur bern lastez.

Merc'her 7.3.2012 22:57 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Penaos en em zizober diouzh ar bleizi-piz ?

Moarvat ez eo aner lavaret deoc'h petra eo ar bleizi-piz. Amprevaned bihan int (3–4 mm) hag a gaver a-wezhioù er plant leguminus er gegin. Kreskiñ a reont e had eus a bep seurt plant leguminus. Da bep plantenn hec'h amprevan : c'hwil ar gwinizh, ar fav, ar piz, ar riz, h.a.

Toull eo an had a zo bet taget. Pa erru an amprevaned d'o ment e vez gwelet splann toulladurioù en had.

Gant spesadoù ‚zo (d. sk. c‘hwil ar fav) e vez graet ar brasañ gwalloù e-pad ar stokañ (peogwir e vez eus ar gwellañ an doareoù bevañ er mare-se), ne vern pegen kontammet bennak e vije bet ar plant el liorzh dija.

Dre chañs ez eo aes hag efedus-tre an doare da zistrujañ an amprevaned-se (berzh a ra bep taol).

Meurzh 6.3.2012 22:47 | Moullañ | Amprevaned

NOVODOR FC evit stourm a-enep an dorifored

Moarvat ec'h anavezit an dorifored (Leptinotarsa decemlineata). Pep hini a anavez ar wallenn-mañ, noazus evit an avaloù-douar ha diaes da zistrujañ hep louzoù chimik. Dre chañs ez eus bremañ louzoù biologel hag a ra o stal d'an dorifored.

Lun 5.3.2012 22:45 | Moullañ | Amprevaned

Gwez-balmez Parajubaea torallyi

Parajubaea torallyi a zo gwez-balmez kaer ha rustek o tont eus Amerika ar C'hreisteiz. Koulskoude, ne vezont ket gounezet alies er-maez eus o annezad naturel, Bolivia, abalamour d'o had bras-divent (ha d'ar mizoù-kas uhel a zeu da heul)

Genidik eus Bolivia, e kresk ar gwez-mañ e traoñiennoù sec'h ha poultrennek an Andez war-dro 2700–3400 m a uhelez. N'eus spesad gwez-balmez all ebet hag a vevfe ken uhel. Du-hont ne vez ket tommoc'h eget 20°C gwall alies, ha rev a vez diouzh an noz. Er goañv (e miz Gouere ha miz Eost) e c'hall bezañ ken yen ha –7°C ha ne gouezh nemet 550 mm dour glav a-hed ar bloaz.

Sul 4.3.2012 22:44 | Moullañ | Gwez-balmez

Gwez-balmez padus ouzh ar rev Rhapidophyllum hystrix (palmez-spilhennoù)

foto

Rhapidophyllum hystrix

Unan eus ar gwez-balmez a harz ar muiañ ouzh ar rev eo Rhapidophyllum hystrix. N'eus nemet ur spesad er genad Rhapidophyllum. Dont a ra ar plant-mañ eus broioù gleb gevred ar Stadoù Unanet. Dre ma c'hallont gouzañv ar yenijenn betek – 20 °C e reont berzh er bed a-bezh, ha dreist-holl en Europa.

Sadorn 3.3.2012 15:49 | Moullañ | Gwez-balmez

Balan-India Pongamia pinnata

foto

Bleuñv Pongamia pinnata

Balan-India Pongamia pinnata (anvioù all : Honge, Pongam, Panigrahi, Karanj) a zo gwez dibourc'hidik, war-dro 15–25 metr a uhelder dezho, eus kerentiad ar Fabaceae. Ledan-tre eo o barr, ha goloet a vleunioù gwenn, roz pe mouk. Dont a reont eus India, met gounezet e vezont e pep lec'h e gevred Azia.

Gwener 2.3.2012 22:30 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Kiwano - Cucumis metuliferus

Heñvel ouzh an orañjez eo ar c'h-kiwano, 10–15 cm hed anezho. Renket e vezont e kerentiad ar c'houlourdr. War groc'hen ar frouezh ez eus dasstrewet kerniel bihan a zegas da soñj eus armoù ar Grennamzer. Glas eo ar vouedenn, enni kalz hadoù gwenn 5–10 mm hed. Pa n'eo ket azv ar frouezh c'hoazh e vez glas o liv.

Emporzhiet eus Kreizamerika hag Israel e vez ar frouezh-mañ. Debriñ a reer ar vouedenn c'hlas koulz hag an hadoù. Blaz ar c'hokombrez, ar c'hourjetez hag ar bananez a zo gant ar c'h-kiwano.

Yaou 1.3.2012 22:28 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Pages: n'eus ket pajennoù all. Gwelet penn-kentañ an dielloù

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour