Dielloùs de tous les articles
Aman e kavoc'h pep pennad brezhonek a zo e Botanix.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour
Rummad: Amprevaned
Titouroù diwar-benn an amprevaned hag ar c'hleñvedoù
Penaos en em zizober diouzh ar bleizi-piz ?
Moarvat ez eo aner lavaret deoc'h petra eo ar bleizi-piz. Amprevaned bihan int (3–4 mm) hag a gaver a-wezhioù er plant leguminus er gegin. Kreskiñ a reont e had eus a bep seurt plant leguminus. Da bep plantenn hec'h amprevan : c'hwil ar gwinizh, ar fav, ar piz, ar riz, h.a.
Toull eo an had a zo bet taget. Pa erru an amprevaned d'o ment e vez gwelet splann toulladurioù en had.
Gant spesadoù ‚zo (d. sk. c‘hwil ar fav) e vez graet ar brasañ gwalloù e-pad ar stokañ (peogwir e vez eus ar gwellañ an doareoù bevañ er mare-se), ne vern pegen kontammet bennak e vije bet ar plant el liorzh dija.
Dre chañs ez eo aes hag efedus-tre an doare da zistrujañ an amprevaned-se (berzh a ra bep taol).
Meurzh 6.3.2012 22:47 | Moullañ | Amprevaned
NOVODOR FC evit stourm a-enep an dorifored
Moarvat ec'h anavezit an dorifored (Leptinotarsa decemlineata). Pep hini a anavez ar wallenn-mañ, noazus evit an avaloù-douar ha diaes da zistrujañ hep louzoù chimik. Dre chañs ez eus bremañ louzoù biologel hag a ra o stal d'an dorifored.
Lun 5.3.2012 22:45 | Moullañ | Amprevaned
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour