Dielloùs de tous les articles
Aman e kavoc'h pep pennad brezhonek a zo e Botanix.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour
Rummad: Plant dour
Pennadoù diwar-benn gounit ar plant dour
Gounit ar bederdelienn-dour – Marsilea peder-delienn (Marsilea quadrifolia)
Pederdelienn-dour
Raden-dour eo ar bederdelienn-dour (Marsilea quadrifolia), damheñvel he delioù ouzh re ar melchon. Ha kavout a ra deoc'h n'eus netra boutin etre ar gerioù raden-dour ha melchon ? Geus avat, deskrivañ a reont mat-tre ar plant divoas-mañ, kinklus-kaer ha peuzanavezet gant al liorzhourien.
Korzennoù-gwrizienn hir-tre, dezho stumm ur re lasoù, he deus ar bederdelienn-dour. Peder delienn o deus an delioù, hag a flot war c'horre an dour. Damheñvel int ouzh re ar bederdelienn da gentañ-razh. Pa tenner ar c'horzennoù-gwrizienn diouzh an dour en diskar-amzer e weler sporokarpoù (“divilhoù” bihan, dezho ment ur favenn; enno e tiwan ar sporennoù). Diwar-se e c'haller lavaret e teu ar bederdelienn-dour diwar raden. Kreskiñ a ra en doureier sioul, pinvidik en elfennoù magus, e pep kevandir estreget Amerika ar C'hreisteiz.
Yaou 26.4.2012 15:40 | Moullañ | Plant dour
Lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera)
Bleunienn al lotuz-sakr
Al lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera) a zo plant-dour kaer, ganto delioù glas hag a flot war gorre an dour. O bleunioù roz a zarneuñv e penn ur gorzenn dev meur a gantimetr a-us d'an dour.
Sakr eo bleuñv al lotuz-sakr, hag implijet e vezont gant ar Voudisted e-kerzh lidoù relijiel. Ar blantenn en he fezh a zo mat da vezañ debret, daoust ma ne vez implijet nemet an hadoù hag ar c'horzennoù-gwrizienn (rizomoù) e keginerezh hengounel gevred Azia. Plant-geun eo al lotuz-sakr, ha gallout a reer gounit anezho er memes doare hag al loa-zour. N'eo ket diaes gounit ar plant-mañ er broioù-mañ, n'eus nemet gouzout an doare!
Merc'her 25.4.2012 09:39 | Moullañ | Plant dour
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour