Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Gounit ar bederdelienn-dour – Marsilea peder-delienn (Marsilea quadrifolia)

foto

Pederdelienn-dour

Raden-dour eo ar bederdelienn-dour (Marsilea quadrifolia), damheñvel he delioù ouzh re ar melchon. Ha kavout a ra deoc'h n'eus netra boutin etre ar gerioù raden-dour ha melchon ? Geus avat, deskrivañ a reont mat-tre ar plant divoas-mañ, kinklus-kaer ha peuzanavezet gant al liorzhourien.

Korzennoù-gwrizienn hir-tre, dezho stumm ur re lasoù, he deus ar bederdelienn-dour. Peder delienn o deus an delioù, hag a flot war c'horre an dour. Damheñvel int ouzh re ar bederdelienn da gentañ-razh. Pa tenner ar c'horzennoù-gwrizienn diouzh an dour en diskar-amzer e weler sporokarpoù (“divilhoù” bihan, dezho ment ur favenn; enno e tiwan ar sporennoù). Diwar-se e c'haller lavaret e teu ar bederdelienn-dour diwar raden. Kreskiñ a ra en doureier sioul, pinvidik en elfennoù magus, e pep kevandir estreget Amerika ar C'hreisteiz.

En Amerika e tremen ar plant-mañ da aloubus. Aet int da get e Polonia, met klasket ez eus bet adlakaat anezho e lenn Goczałkowickie. Kavet e vezont e Slovakia e 7 lec'h e ribl ar stêr Latorica, hag ivez e ribl ar stêrioù Bodrog, Laborec hag Uh. Ne greskont ket er Republik tchek ken.

Spesadoù kar a gaver er broioù trovanel ; dre ma'z int termofilek (mat eo ar wrez dezho) ne c'haller ket gounit anezho du-mañ. A-wezhioù e vezont gounezet en akwariomoù.

N'eo ket diaes gounit pederdelienned-dour (Marsilea quadrifolia) ; trawalc'h lakaat anezho en ur bailhad dour gant un tamm douar er foñs. Mat e vo implijout ur c'hontener 20×20×10 cm, met gwell eo ober gant ur bailh a endalc'h 60–80 litrad da nebeutañ. Harzañ a reont ouzh ar rev, ha dre-se e c'haller derc'hel anezho er-maez a-hed ar bloaz. Gouest eo pep hini da c'hounit pederdelienned-dour, dre ma'z eo aes-tre (da skouer en ur gibell vihan pe en ur pod didoull, e-kichen ar prenestr).

foto Ma n'ho peus ket kalz a lec'h e c'hallit kavout un nev (a endalc'h 60, 80 litrad hag a goust war-dro 10 €).

Lakait un tamm douar er foñs (5 cm douar a zo trawalc'h) ha skuilhit dour betek raz ar bord. Setu an doare gwellañ da c'hounit ur bederdelienn-dour.

Ar gibell a c'hallit lakaat el liorzh-goañv pe en ho ti e-kichen ur prenestr heoliet (ur prenestr eus ar pondalez gwelloc'h). En hañv eo gwelloc'h lakaat anezhi en ur pondalez a sell war-zu ar c'hreisteiz, pe el liorzh.

Kreskiñ a raio ar bederdelienn-dour ar gwellañ en ur stank. N'ho peus ken nemet lakaat un tamm douar eus ho liorzh e foñs ar stank ha lakaat ar rizomoù war an douar-mañ. Da c'houde e kresko ar plant o-unan. Diouzh live an dour e kresko ar bederdelienn-dour ; ne ra forzh ebet eus kalite an dour. Mat eo dezhi meur a seurt donder (5–100 cm). Diouzh donder an dour e vo hirder ar c'horzennoù, hag an delioù a floto war c'horre an dour.

Strujañ a ra ar plant o rannañ o c'horzennoù-gwrizienn. Trawalc'h eo ur gorzenn-wrizienn vihan (10 cm) evit kaout un tapis pederdelienned-dour.

««« Pennad kent: Lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera) Pennad war-lerc'h: Implanter une nouvelle pelouse »»»

Yaou 26.4.2012 15:40 | Moullañ | Plant dour

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour