Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Petra ober gant ar geot touzet ?

Petra a vez graet gant geot touzet ? Ma plij ganeoc'h kaout un tapis leton kaer eo dav deoc'h touzañ alies-tre, met dre-se ho po ur bern dilerc'hoù, ha ne ouezoc'h ket petra ober diouto. An darn vrasañ eus al liorzhourien a anavezan a daol anezho gant al lastez. Me n'on ket evit krediñ e c'hallfe tud zo en em zizober diboell diouzh teil ken marc'had-mat!

Implijout a c'haller ar geot touzet da goloa. Ledet e vez materi organek (geot touzet, kompost, rusk gwez-pin disec'het) war blant ispisial ha bleunioù. Gant ar seurt teil e vez miret diaezhennañ an dour, dalc'het gleb an douar, ha sevenet e vez ur mikrohin a-du gant ar mikro-organegoù talvoudus. Eus ar geot touzet bet lakaet war ar plant e teu elfennoù magus hag a vez lonket gant ar plant.

Efedus-kenañ eo koloa an tomatez hag ar berjinez da ziwall o frouezh da faoutañ. Oc'h ober gant geot touzet pe gant kompost e c'hallit mirout frouezh an hog pe ar rezin da gouezhañ re abred e-pad ur marevezh sec'h, evel an hini a zo bet ar bloaz-mañ. Rusk ar gwez-pin n'int ket pinvidik en elfennoù magus tamm ebet, hag abalamour da se ne vez goloet ganto nemet parkoù, liorzhoù, hag all…

««« Pennad kent: Penaos touzañ al leton ? Pennad war-lerc'h: Ar pin-khasi (Pinus kesiya) »»»

Lun 30.4.2012 09:58 | Moullañ | Leton

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour