Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Gwez bara Artocarpus odoratissimus, Marang

Genad Gwez bara (Artocarpus) war-dro 60 spesad gwez trovanel, padus o delioù, eus kerentiad ar Moraceae (kerentiad ar vouarenn ha kerentiad ar figezenn). Kavet e vezont e Gevred Azia ha war inizi ar meurvor Habask. Tost-kar eo ar gwez bara da Ficus (figezenn). Ar gwez bara gounezet ar stankañ a zo Artocarpus altilis. Spesadoù all, evel Artocarpus communis, Artocarpus integer (Cempedak), Artocarpus heterophyllus (Jackfruit, Nangka) hag Artocarpus odoratissimus (Marang) en em gav e kerentiad ar gwez bara ivez.

Er pennad-mañ e fell deomp kinnig deoc'h ar Marang (Artocarpus odoratissimus). Eus enezenn Borneo hag Indonezia e teu ar gwez-mañ, a zo padus o delioù. Gounezet e vezont evit marc'hadoù ar broioù e-kichen : Malaysia, Thailand hag ar Filipinez. Er yezhoù henvroat e vezont anvet Atau, Keiran, Loloi, Madang, Marang, Pi-ien, Pingan, Tarap, Terap, ha Khanun Sampalor. Dizanav eo ar spesad-mañ er broioù all. Diwanañ a ra ar gwez-mañ er c'hoadeier e douaroù traezhennek 1000m a-us live ar mor.

Gallout a ra ar gwez Artocarpus odoratissimus tapout 25 metrad a uhelder, hag o delioù a zo etre 16 hag 50 cm hed hag etre 11 hag 28 cm led.

Dre m'eo monoik eo ar gwez-mañ e c'hall ur blantenn dougen frouezh he-unan. Ar frouezh a zo glas, viheñvel, 16cm hed ha 13cm led, pouezañ a reont 1kg ha debret e vezont kriz pe boazh. En enep e rank an had bezañ keginet a-raok bezañ debret.

Frouezh ar gwez bara a zo boued ret-holl evit an dud o chom e Gevred Azia. Kig ar frouezh a zo gwenn ha dous-kenañ, frouezhek, aromatek ha frondus evel an Durian (Durio, ar frouezh gant ar muiañ taol-c'hwezh en douar).

An doare gwellañ da lieskementiñ ar Marang Artocarpus odoratissimus eo ober gant hadegoù. An had fresk a ziwan aes-tre dindan ur sizhunvezh. Koulskoude e vez kollet o nerzh eginañ gant an had pa dapont teir sizhun. Abalamour da se e ranker hadañ an had en un dindanad traezhennek hag a zizour, abaoe an eost. Diaesoc'h eo ober tro vat gant al lieskementiñ struzhek. Ral eo d'ar gwez-mañ bezañ taget gant an amprevaned pe kleñvedoù.

Skalfant eo ar gwez bara. Abalamour d'o orin trovanel e rankont bevañ e gwrezverkoù adalek 7 °C da nebeutañ. E broioù trovanel pe istrovanel e c'hall ar gwez bara bezañ gounezet el liorzhoù, e lec'hioù ma vez rev avat, e ranker lakaat anezho en ti pe en un ti-gwer.


««« Pennad kent: Te Sina – gounezit ho te deoc'h-c'hwi ! Pennad war-lerc'h: Anonez-Spagn (Annona cherimola) »»»

Meurzh 28.2.2012 22:23 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour