Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Plantañ bulboù bleuñvus ha hadegoù

Tennit ar bulboù ho peus resevet dre ar post diouzh o fakaj ha lakait anezho en disheol e-pad 2–3 devezh. Gallout a rit plantañ anezho kerkent ha resevet ivez, met dalc'hit anezho en disheol e-pad un nebeud devezhioù. Diwallit anezho diouzh bannoù an heol, a-hend-all e c'hallfent bezañ gwallet.

Plantañ hadeg

Grit un toull peuzdon evit an hadegoù. Tennit anezho diouzh o fod (pe diouzh ar seier plastik m'int bet lakaet a-unanoù), troit ar gwrizioù war-zu an traoñ hag astennit anezho a-raok lakaat anezho e-barzh an toull. Skuilhit dour en toull ha, pa vo bet lonket pep berad dour gant an douar, skuilhit muioc'h a zour. Grit en hevelep doare evit ar plant all. P'ho po echuet gant pep plantenn, dourit adarre. An devezhioù a zeu war-lerc'h ar plantañ, ne c'hallit dourañ nemet ma vez ezhomm, ha diwallit mat ar plant diouzh bannoù kreñvañ an heol. Gwriziennañ a raio ar plant dindan 1–3 sizhunvezh ha goude-se e c'halloc'h ober war o zro koulz hag evit ar plant all a zo en ho liorzh.

Plantañ bulboù bleuñvus ha hadegoù

Palarit an douar e-lec'h ma vo plantet ar bulboù hag an torzhelloù (gant ar ger « bulboù » e vo graet pelloc'h). Tennit ar bulboù diouzh o fakaj just a-raok ar plantañ. Grit un toull (sellit ouzh an daolenn) ha lakait ar bulb e-barzh, an delioù troet war-zu an nec'h. Mervel a raio bulboù ‚zo ma vezont plantet en tu-gin. Goloit ar bulb gant douar ha palemit anezhañ un disterañ. M‘eo gwall domm pe sec'h an amzer, na chomit ket hep dourañ. Ma plantit tulipez e-kreiz an hañv (marteze ne c'hallit ket mirout anezho e lec'h all, pe ez it da vakañsiñ) chomit hep dourañ anezho. Diskuizhañ a raio ar bulboù ha krog e vint da greskiñ a-benn glaveier kentañ an diskar-amzer.

Ar bulboù bihanoc'h, hag a zo diaesoc'h da c'hounit, ne vezont ket bezañ plantet ken don. Evit gouzout pegen don e rankit plantañ anezho, muzuliit an hed etre barr ar bulb hag an douar. Dizouaret e vo ar bulboù pa vo gweñvet an delioù er barr (talvezout a ra kement-mañ evit pep bulb bleuñvud nemet evit an elestr -Gladiolus-). Gant ur maread tomm ha sec'h e weñvo an delioù abred, adalek miz Mae. Al lodenn vrasañ eus ar spesadoù a c'hall bezañ dizouaret ha miret en sec'h betek an diskar-amzer (an ognon, ar c'hignen, ar safron hag an tulipez dreist-holl). Ar re all, en o zouez al lili, ar gwiluze (Muscari), ar stered-gwenn (Ornithogalum), hag al louzaouenn-Salomon (Polygonatum) NE C'HALLONT KET bezañ miret evel-se, rak mervel a rafent. Ar spesadoù na c'haller ket mirout en sec'h eo ret adplantañ anezho en ul lec'h all en ho liorzh (gouest int da dreuzvevañ ur sizhunvezh evel-se, met n'eo ket mat derc'hel anezho er-maez pelloc'h).

Spesad mare plantañ donder en douar e cm
Spesadoù kignen bihan, brasder an dorzhell 2 cm-evel d.sk. Allium carinatum, flavum, molly, oleraceum, scorodoprasum 7.-10. 5–8
Spesadoù kignen bras, brasder an dorzhell 10 cm-evel d.sk. Allium giganteum, karataviense, nigrum 7.-10. 10–15
Colchicum – Gaousafron, a vleugn en diskar-amzer 8. 15
Crocus – Krokuz a vleugn en nevez-amzer (Crocus chrysanthus, Crocus vernus) 10. 9
Crocus – Safron, a vleugn en diskar-amzer (Crocus sativius) (7.-)8. 9
Gladiolus – Bokedoù-kleze (spesadoù liorzh) 4.-5. 10 (bihanoc'h eget 5)
Gladiolus – Bokedoù-kleze (spesadoù gouez eus Afrika ar Su) 9. 5–8
Lilium candidum – Lili-gwenn 8. 3
Lilium – Lili, spesadoù all 9.(-10.) 5–15 hervez ar spesad
Muscari – Gwiluze 7.-10. 8–10
Narcissus – Nersiz 8. 10
Ornithogallum umbelatum – Stered-Betleem 7.-10. 10
Polygonatum – Louzaouenn-Salomon 8.10., 2.-3. 10
Tulipez bulboù bihan d.sk.: Tulipa chrysantha, tarda, saxatillis, turkestanica, urumiensis 10. 10
Tulipez bulboù bras – Tulipa greigii, Tulipa fosteriana, Tulipa Kaufmanniana hag hibridoù liorzh 10. 12–14

Liesaat al lili gant ivinennoù

foto

Liesaat al lili gant ivinennoù

Dispartiañ an ivinennoù diouzh ar bulb eo an doare aesañ da liesaat al lili. (evel ivinoù an ognon).

Plantit an ivinennoù 1–2 cm dindan an douar (= ret eo d'an douar goloiñ an ivinennoù) ha dalc'hit anezho en un temperadur a 25–30°C e-pad an deiz ha 22°C e-pad an noz (gallout a ra temperadur an noz bezañ izeloc'h, ar pep pouezusañ o vezañ temperadur an deiz) da skouer en un ti-gwer, un armel pe war riz ur prenestr. Dalc'hit an douar sec'h. Diwan a raio buan bulboù nevez e traoñ an ivinenn . A-benn 1–3 miz e vo diwanet 2–3 bulb war-dro 1cm hed war un ivinenn! M'eo bet dispartiet ha plantet an ivinennoù e fin miz Gouere e c'hallit tennañ ar bulboù nevez diouzh an douar e miz Gwengolo ha plantañ anezho 2 cm dindan an douar, el liorzh. Plantit ar bulboù nevez a-unanoù, ha lezit war-dro 4 cm etre ar bulboù – a-benn 4–6 bloaz e vo bleuniet ar bulboù bleuñvus!

Hadañ had bulboù bleuñvus

Gouest eo bulboù bleuñvus ‚zo da liesaat buan gant an had. Hadit an had etre miz Meurzh ha miz Ebrel 0,5–1 cm dindan zouar. Chomit hep adplantañ anezho ar bloaz kentañ, lezit anezho e-lec‘h m'emaint. Bleuniañ a raio spesadoù ‚zo ar sezon a zeu. An darn vrasañ eus ar spesadoù a vleugn 2–5 bloaz goude an hadañ. Ar spesadoù bihan a vleugn diwezhatoc‘h eget ar re vras, bulboù bras dezho.

««« Pennad kent: Gounit skouarnog (Pleurotus ostreatus)

Meurzh 17.7.2012 10:53 | Moullañ | Alioù evit gounit plant

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour