Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Kiwano - Cucumis metuliferus

Heñvel ouzh an orañjez eo ar c'h-kiwano, 10–15 cm hed anezho. Renket e vezont e kerentiad ar c'houlourdr. War groc'hen ar frouezh ez eus dasstrewet kerniel bihan a zegas da soñj eus armoù ar Grennamzer. Glas eo ar vouedenn, enni kalz hadoù gwenn 5–10 mm hed. Pa n'eo ket azv ar frouezh c'hoazh e vez glas o liv.

Emporzhiet eus Kreizamerika hag Israel e vez ar frouezh-mañ. Debriñ a reer ar vouedenn c'hlas koulz hag an hadoù. Blaz ar c'hokombrez, ar c'hourjetez hag ar bananez a zo gant ar c'h-kiwano.

Ur wezh debret ar frouezh e c'hall o c'hlos talvezout da volennoù kinklus. An had a c'haller sec'hañ, plantañ, hag evel-se e c'haller klask gounit ar c'h-kiwano er gêr. Aes eo, rak ar c'h-kiwano a gresko e-lec'h ma kresk ar c'hokombrez. Ul lianenn vloaziek ez eus eus ar c'h-kiwano, a gresk buan evel ar c'hourjetez, hag a rank bezañ krennet start. Heñvel eo an delioù kreoñeg ouzh re ar c'hourjetez, ha pollenizet e vez ar bleunioùigoù 3 mm hed er memes doare evel ar c'hokombrez. Arabat d'ar frouezh stokañ en douar, rak breinañ a rafent a-hend-all. Mat eo d'ar c'h-kiwano un temperadur war-dro 25°C, da lavaret eo an hini a vez en tier-gwer evit gounit kokombrez pe avaloù-sukrin. Ne harz ket ar plant-mañ ouzh ar rev. M'emaoc'h o chom e broioù yen e vo ret deoc'h gortoz diwezh an amzervezh yen a-raok plantañ ar c'h-kiwano en douar.

««« Pennad kent: Anonez-Spagn (Annona cherimola) Pennad war-lerc'h: Balan-India Pongamia pinnata »»»

Yaou 1.3.2012 22:28 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour