Balan-India Pongamia pinnata
Bleuñv Pongamia pinnata
Balan-India Pongamia pinnata (anvioù all : Honge, Pongam, Panigrahi, Karanj) a zo gwez dibourc'hidik, war-dro 15–25 metr a uhelder dezho, eus kerentiad ar Fabaceae. Ledan-tre eo o barr, ha goloet a vleunioù gwenn, roz pe mouk. Dont a reont eus India, met gounezet e vezont e pep lec'h e gevred Azia.
Pongamia pinnata a zo gwez trovanel damgouez, hag a harz ouzh an tommder hag ouzh bannoù an heol. A-drugarez d'o gwriziennoù ledan e c'hallont padout ouzh ar sec'hor ivez. En natur e kreskont war douaroù traezhek, roc'hellek pe razek ivez ; gounit a c'haller anezho war a bep seurt douar tost da vat, betek war douaroù holenek.
Gounezet e vezont alies e tiriadoù sec'h ha talvezout a reont da zizaveliñ pe da zisheoliañ. Eus o rusk e reer neud pe kerdin ha gant o gom du e veze louzaouet pistigadennoù ar pesked binimus gwezhall.
Gant skoulmoù ar gwrizioù e vez aesaet fiksadur an azot, ur prosesus simbiotek a laka azot gazus (N2) an aer da vezañ treuzkemmet e NH4+ (ur stumm azot a c'hall bezañ kemeret gant ar plant). Rak-se e c'hall bezañ implijet da strujusaat an douaroù paour en elfennoù magus. Tra m'eo pistrius ar plant en o fezh, ez eo antiseptikel ar chug hag an eoul anezho. Gallout a ra an eoul tennet diwar an had talvezout evit al lampoù-eoul, ar fardañ soavon, al lardigennañ pe ar produiñ biodiesel.
««« Pennad kent: Kiwano - Cucumis metuliferus Pennad war-lerc'h: Gwez-balmez padus ouzh ar rev Rhapidophyllum hystrix (palmez-spilhennoù) »»»
Gwener 2.3.2012 22:30 | Moullañ | Plant ar broioù pell
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour