Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Gwez-balmez padus ouzh ar rev Rhapidophyllum hystrix (palmez-spilhennoù)

foto

Rhapidophyllum hystrix

Unan eus ar gwez-balmez a harz ar muiañ ouzh ar rev eo Rhapidophyllum hystrix. N'eus nemet ur spesad er genad Rhapidophyllum. Dont a ra ar plant-mañ eus broioù gleb gevred ar Stadoù Unanet. Dre ma c'hallont gouzañv ar yenijenn betek – 20 °C e reont berzh er bed a-bezh, ha dreist-holl en Europa.

Ar palmez-spilhennoù a zo ur spesad gwez-balmez a bad ouzh ar rev hag a c'hall kaout 1–3 metr a uhelder. Fichet eo ar gorzenn gant drein fin evel spilhennoù. Gwez-balmez bihan eo ar Rhapidophyllum Hystrix, ganto deil palvezek. Abalamour d'o c'helfen e teuont da vezañ bodennek-stank a-hed ar bloavezhioù. Ar gwez-mañ n'o deus kef ebet, met ur gabell hag a gresk goustadik, hag a c'hall bezañ 1,2m hed ha 17,8 cm treuz. Graet e vez ar gorzenn gant restajoù eus delioù kozh, gwiennoù ha drein hir. Sonn e vez peurliesañ, met gant an oad en em laka ilgostezet pe en diaskren, o klask sklêrijenn ha lec'h. A-hed an amzer e teuio kalz drein etre an delioù. Hadet e vez an had en un dindanad gleb ha dalc'het e vezont dindan un temperadur a 20°C. E-pad an 3 bloavezh kentañ ez eo gwelloc'h diwall ho plant ouzh ar rev. Mat eo d'ar palmez-spilhennoù al lec'hioù gleb, heoliet pe disheoliet, met e-ser kreskiñ e rankint bezañ heoliataet muioc'h. Er brizh-heol an hini e kreskint ar gwellañ. Ma vezont lakaet dindan an heol splann e teuio ar gabell da vezañ stank-tre hag an delioù az aio o liv glasdu diwarno. War-lerc'h 3 bloavezh e c'halloc'h lakaat ho plant el liorzh a-hed ar bloaz ma ne gouezh ket an temperadur en ho pro dindan 10°C. Er broioù yenoc'h e rankit diwall anezho ouzh ar rev. Evel an holl blant a bad ouzh ar rev e rank o dindanad bezañ drenet mat ha sellet war-zu ar c'hreisteiz. Brasañ enebour ar plant-mañ n'eo ket ar rev, met an douar re c'hleb, a lakaio ar gwrizioù da vreinañ… Gouest eo ar gwez-balmez-mañ da c'houzañv un temperadur izel-tre, etre –15 ha –20°C. An temperadur izelañ ez int chomet bev dindanañ a zo –28°C.

Gwez-balmez padus ouzh ar rev da werzhañ

««« Pennad kent: Balan-India Pongamia pinnata Pennad war-lerc'h: Gwez-balmez Parajubaea torallyi »»»

Sadorn 3.3.2012 15:49 | Moullañ | Gwez-balmez

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour