Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

NOVODOR FC evit stourm a-enep an dorifored

Moarvat ec'h anavezit an dorifored (Leptinotarsa decemlineata). Pep hini a anavez ar wallenn-mañ, noazus evit an avaloù-douar ha diaes da zistrujañ hep louzoù chimik. Dre chañs ez eus bremañ louzoù biologel hag a ra o stal d'an dorifored.

Eus pelec'h e teuont ?

Erruet e oa an dorifored da Europa o tont eus Amerika an Hanternoz. Du-hont e vevont a-unanigoù e bro ar c'hCordillera hag e tebront delioù an avaloù-douar gouez. Pa oa bet krog an dud da c'hounit ar seurt avaloù-douar-mañ (anv skiantel Solanum tuberosum) a-vras en Amerika, ez eas an dorifored eus an avaloù-douar gouez d'an avaloù-douar gounezet. Abalamour d'an avaloù-douar e oa strewet an dorifored er bed a-bezh.

NOVODOR FC – marc'h Troia an trede milved ?

Novodor FC a zo ennañ 2% protein eus ar vakterienn Bacillus thuringiensis ssp. tenebroinis. Ar ouenn bakteriennoù-mañ ne zistruj nemet vioù eus ar c'herentiad Galerucinae (distrujañ a reont ar gwez onn, gwern ha haleg) hag an dorifored.

Al louzoù-mañ a laka vioù ar spesad meneget da glañviñ. Goude bezañ debret delioù tretet e paouez ar vioù da voueta hag e varvont 2–5 devezh war-lerc'h. Dizrouk eo al louzoù evit ar vioù all, n'eus gwall padus ebet, nag evit an delioù nag evit an douar. Lazhet e vez ar vioù ha neket an amprevaned deuet. Evit ma vo efedus al louzoù eo a-bouez e tebrfe ar vioù kalzik. Mat eo deoc'h neuze strinkañ louzoù war-c'horre ha dindan an delioù. Gwell eo strinkañ pa ne vez ket avel ha dindan un temperadur a 15°C. Ma ra glav dindan 12 eurvezh goude ar strinkañ eo ret adober an tretiñ. Gwerzhet e vez al louzoù er stalioù e pakadoùigoù, e boutailhadoù 100ml ha koustañ a ra war-dro 3 €.

Gant ur ouenn all eus ar vakterienn-mañ e vez distrujet vioù pieris ar c'haol, Cydia pomonella (louzoù Biobit FC) ha re ar voustiked (n’emañ ket e gwerzh du-mañ).

Ha keloù mat da glozañ : gallout a rit debriñ ar frouezh war-eeun goude an tretiñ !

««« Pennad kent: Gwez-balmez Parajubaea torallyi Pennad war-lerc'h: Penaos en em zizober diouzh ar bleizi-piz ? »»»

Lun 5.3.2012 22:45 | Moullañ | Amprevaned

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour