Penaos en em zizober diouzh ar bleizi-piz ?
Moarvat ez eo aner lavaret deoc'h petra eo ar bleizi-piz. Amprevaned bihan int (3–4 mm) hag a gaver a-wezhioù er plant leguminus er gegin. Kreskiñ a reont e had eus a bep seurt plant leguminus. Da bep plantenn hec'h amprevan : c'hwil ar gwinizh, ar fav, ar piz, ar riz, h.a.
Toull eo an had a zo bet taget. Pa erru an amprevaned d'o ment e vez gwelet splann toulladurioù en had.
Gant spesadoù ‚zo (d. sk. c‘hwil ar fav) e vez graet ar brasañ gwalloù e-pad ar stokañ (peogwir e vez eus ar gwellañ an doareoù bevañ er mare-se), ne vern pegen kontammet bennak e vije bet ar plant el liorzh dija.
Dre chañs ez eo aes hag efedus-tre an doare da zistrujañ an amprevaned-se (berzh a ra bep taol).
Amprevaned – had Erythrina lysistemon
Peilhit al legumaj a zo azv o had, kerkent ha dastumet. Gwelit hag-eñ ez eus had gwallet ha taolit anezho (gwell eo deviñ anezho).
Lakait an had e-barzh ur sac'h (plastik pe kotoñs) a vo miret er skornerez e-pad 48 eurvezh. Evel-se e torrit prantadoù diorren ar bleizi-piz. Goude bezañ tennet an had eus ar skornerez, lakait anezho da sec'hañ e-pad 2–3 devezh war ur follenn baper. Da c'houde, dalc'hit an had en ur sac'h plastik betek ma vint implijet. Had hag a zo miret evel-se ne c'hallont bezañ kontammet nemet gant had prenet digant ur stal.
Aliañ a reomp ac'hanoc'h da virout an had en ur pod gwer goloet. Ret eo d'an had bezañ peursec'h, a-hend-all e teuint da louedañ. En doare-se ne c'hallint ket bezañ kontammet gant ar bleizi-piz.
Stourm ouzh ar bleizi-piz a c'haller ober o tibab an had mat ivez: spesadoù 'zo ne blijont ket dezho tamm ebet.
««« Pennad kent: NOVODOR FC evit stourm a-enep an dorifored Pennad war-lerc'h: Welwitschia mirabilis – gounit ur fosil bev »»»
Meurzh 6.3.2012 22:47 | Moullañ | Amprevaned
Diwar-benn KPR
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.
Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour