Welwitschia mirabilis
Welwitschia (Welwitschia mirabilis) a zo plant kozh-douar hag a gresk en ur vro vihan a-hed aodoù ar Meurvor Atlantel e Namibia hag e Su Angola. Ur spesad gwez eo Welwitschia e gwirionez, daoust d'o neuz. Ur c'hef berr a ya d'ober ar blantenn, gant div zelienn heñvel ouzh rubanoù rodellek o fennoù pilhoustennek o kreskiñ diwarnañ. Diouzh ar c'hentañ gwel eo heñvel ar Welwitschia ouzh ur bern lastez.
Welwitschia mirabilis
Ne baouez ket ar plant da eginañ (betek er maread strujus) – ar pezh a zo divoas-kenañ e bed ar plant. Dioek eo ar Welwitschia, da lavaret eo e ranker kaout ur blantenn bar hag unan barez evit d'an had da ziwan. Bleuñv a zo er c'honoù (evel re ar gwez-pin) en em gav e korn an delioù. Diemprañ a ra ar c'honoù parez p'int deuet d'o ment ha laoskat a reont o had, a vez strewet gant an avel. Renket e vez Weltwitschia e rummad ar spesadoù kozh – Gnetophyta, kar d'ar gwez-pin (Pinophyta). E-touez ar Gnetophyta ez eus teir ouenn disheñvel-mat o neuz : Gnetum – lianennoù o delioù simpl, Ephedra – bodennoù, hag ar Welwitschia.
Anvet e oa bet ar Welwitschia diouzh al liorzhour slovenat Friedrich Welwitsch en doa dizoloet anezho e 1860. Skeudennet eo ar Welwitschia war ardamezioù Namibia.
Had Welwitschia mirabilis
Diseblant eo ar plant ouzh ar sec'hor, a-walc'h eo dezho dour ar c'houmoul mogidellus a zeu eus ar mor. Ret eo derc'hel soñj eus an dra-se pa c'hounezer anezho. Peurliesañ e vez graet tro wenn peogwir e vez douret ar Welwitschia betek re, ha gant-se e vrein ar gwrizioù. Dav eo neuze hadañ an had en un dindanad traezhek (diametr ar greun 2–5 mm) evit ma vefe drenet an dour. Ret eo dourañ ar Welwitschia gant evezh, pe welloc'h c'hoazh : leizhañ anezho. Diwanañ a raio an had dindan ur sizhunvezh. Gouest e voc'h da c'hounit ar blantenn war riz ur prenestr, troet war-zu ar C'hreisteiz. Dav eo deoc'h kaout pasianted – kreskiñ a ra ar plant goustadik-tre, dinosaored int penn-da-benn. Ma roit dezho gouloù ha sec'hor a-walc'h, e vevint pelloc'h egedoc'h !
Printed from neznama adresa