Ar gwez-mangez Kalimantan (Mangifera casturi), anavezet c'hoazh evel Kasturi e-touez tud Borneo, a zo ur spesad gwez frouezh, war-dro 10–30 m a uhelder anezho, o tont eus ur vro vihan e-kichen Banjarmasin e kreisteiz Borneo (Indonezia). Ne gaver ket ken a wez gouez anezho abalamour d'an digoadañ dilezenn, met gounezet e vezont c'hoazh evit o frouezh c'hwek.
Bihan a-walc'h eo frouezh ar gwez-mangez Kalimantan (Mangifera casturi) e-keñver ar spesadoù mangez all. Pouezañ a ra ur frouezhenn etre 50 ha 84 gramm. Glas eo ar frouezh diazv ; ar frouezh azv a c'hall o liv bezañ rousdu betek du-limestra, hag a zo lufrus ha limestra o gorre. Diouzh o liv e c'haller disheñveliñ ar seurtoù M. casturi. Tri seurt anezho a zo anavezet – Kasturi, Mangga Cuban ha Pelipisan. An hini anavezetañ eo Kasturi abalamour d'e c'hwezh vat. Mangga Cuban ha Pelipisan a vez sellet outo alies evel daou spesad disheñvel. Pelipisan a c'hall bezañ frondus ivez, evel Kasturi, ar pezh a dalvez ez eus eus ar frouezh ur spesad hibrid eus Kasturi. Kement-mañ a rank bezañ studiet pelloc'h c'hoazh.
Gwiennus eo ar vouedenn, orañjez he liv, ganti ur frond dous dibar. O keñveriañ ar c'hKasturi gant ar mangez-Indez (Mangifera indica), e weler n'eo ket ken dous ar c'hKasturi, met kreñvoc'h eo o blaz, ha dousoc'h o c'hwezh. Pinvidik e fibrennoù eo bouedenn frouezh ar c'hKasturi.
Poblek-kenañ eo Kasturi e-touez tud Borneo ar c'hreisteiz hag ar broioù tro-dro. Diwar frond o frouezh ez eus bet savet ur ganaouenn : “Seharum kasturi, seindah pelangi, semuanya bermula.” Ar pezh a dalvez : “O, frondus evel Kasturi, kaer evel ur ganevedenn. Krog eo ar garantez da vont gant he hent.”
Abalamour d'an digoadañ dilezenn an hini eo dreist-holl e oa aet ar spesad gwez-se da get. War an hent da vervel emañ ar gwez-mangez Kalimantan kozh, dre ma n'int ket stank-tre. Gounezet e vez ar gwez-se a-vegadoù el liorzhoù pe en atantoù bihan.
Ar gwez-mangez Kalimantan – gwez hag a gresk goustadik – ne vezont ket gounezet e plantadegoù bras Indonezia, kontrol d'ar gwez trovanel a gresk buan. N'eus plantadegoù gwez-mangez Kalimantan nemet e rannvro Mataraman e distrig Banjar (arabat drougveskañ distrig Banjar hag hini Banjarmasin, a zo unan all). E 1980 e oa bet savet un unvez gounit bihan gant tud Mataraman, ha dastumet e oa bet ar frouezh kentañ e 2005. Daoust d'ar frouezh bezañ puilh, n'eo ket fonnus a-walc'h ar c'hinnig e-keñver ar goulenn c'hoazh.
Ar gwez-mangez Kalimantan ne vez implijet nemet ar frouezh hag ar c'hoad anezho. Ouzhpenn 1 metrad hed e c'hall bezañ ar c'hefioù kozh, met dre ma kresk goustadik ar gwez, ne vez implijet nemet ar frouezh gant tud Banjar (henvroidi eus an aodoù hag eus diabarzh ar vro, hag a oa en em ziazezet e Su Borneo). Abalamour da se e kav gwelloc'h tud Banjar ober gant koad tennet eus spesadoù gwez all, dezho perzhioù heñvel pe welloc'h. Diaes a-walc'h eo dastum ar frouezh, o vezañ m'eo uhel ar gwez hag e ranker krapat a-us evit tapout anezho ; ar frouezh kouezhet diwar ar gwez n'int ket ken mat.
Ar frouezh a c'haller debriñ fresk, pe ober kaotigell diwarno. Homañ ne vez ket gwerzhet gwall alies avat, peogwir e vez aozet gant ar c'hounideien evito o-unan. Produioù all graet diwar vangez a zo : yod, chug pe dodol (gwispid hengounel). Ral eo kavout ar produioù-mañ, peogwir e vez goulennet ar frouezh fresk kalz muioc'h. Unan eus ar frouezh a blij ar muiañ da dud Banjar eo ar mangez Kasturi. Ker a-walc'h int, met kavout a ra da dud Banjar e talv ar boan paeañ, abalamour d'o blaz c'hwek !
Printed from neznama adresa