Gwez-butun (Nicotiana glauca) – ur spesad plant dispar evit ho pondalez

foto

Gwez-butun Nicotiana glauca

C'hoant o devez an dud dalc'hmat da gaout traoù nevez, dibar, divoas. Pep liorzhour a fell dezhañ gounit un dra nevez en e liorzh, ur spesad peuzanavezet pe dianav… hag abalamour da se eo e vez kinniget plant nevez war ar marc'hadoù bep bloaz, evit dic'hoantañ al liorzhourien. Pa vez kinniget spesadoù nevez e vezont strewet buan-kenañ, hag e teuont da vezañ boutin d'an holl liorzhourien.

foto

Gwez-butun (Nicotiana glauca)

En dekvloazioù diwezhañ eo deuet an nevezadennoù e bed ar plant eus kerentiad ar frond (Solanaceae) da gentañ. Ar plant anavezetañ er c'herentiad-mañ a zo petunia, surfinia, million bells (Calibrachoa). Berzh a reont peogwir e kreskont buan, e vleugnont abred (pa vezont gounezet diwar hadoù e vleugnont a-benn 3 miz, ha pa vezont gounezet diwar vout e vleugnont hogos diouzhtu), ha peogwir n'o deus ket ezhomm eus doareoù gounid dreistordinal. Gwell eo ganto al lec'hioù heoliet, met el lec'hioù disheoliet ha yenoc'h e kreskont ivez.

Koulskoude n'o deus ket ar plant eus kerentiad ar frond graet berzh atav du-mañ. N'ho peus ken nemet soñjal en avaloù-douar hag en tomatez, ha ne vezent gounezet gwezhall nemet evit o c'haerder! Pa oa bet gouezet e c'halled debriñ ar plant-mañ ivez, e oa diskredus an dud da gentañ. Bremaik e oa steuziet an diskred, ha kemer lec'h ar frouezh hengounel a reas an avaloù-douar hag an tomatez, ken e teujont da vezañ ul lodenn eus keusteurenn ar pemdez.

foto

Er pennad-mañ e raimp anaoudegezh gant ar gwez-butun (Nicotiana glauca) – ur spesad plant pondalez dispar o tont eus Amerika ar C'hreisteiz. Kreskiñ buan a ra ar brousgwez pe gwez-mañ. Bleuniañ a reont daou viz goude an hadañ nemetken, ha skourroù ur blantenn deuet a c'hall tizhout 50–70 cm dindan ur mizvezh. An anv latin a zeskriv mat ar plant, hag a zo liv an arc'hant warno. Diwallit da douchañ anezho, peogwir e yafe o liv arc'hantet diwarno, ken ne chomfe nemet ul liv glas kaol divalav warno. Begek eo an delioù, liv an arc'hant warno ivez, e stumm ur vi. E penn ar skourroù ez eus skourroù bihan, warno 20–40 bleunienn velen e stumm ur founilh. 3–3,5 cm hed ha war-dro 0,5 cm led eo ar bleunioù. E penn-kentañ ar bleuniadur ez eo melen arwenn o liv, ha glas kaol liv o fennoù. Goude ar bleuniadur e teuont melendu avat. Kinklus eo ar plant c'hoazh goude ar bleuniadur ha, kontrol d'ar petunia da skouer, derc'hel a ra ar bleunioù o stumm, ha padout a reont pell amzer stag ouzh ar skourroù.

Aes-tre eo gounit ar spesad-mañ. Derc'hel a c'haller ar gwez-butun (Nicotiana glauca) en un ti a-hed ar bloaz pe er-maez e-pad an hañv. Strujañ a c'haller anezho o hadañ hadoù, hag a egin buan-kenañ. Bleuniañ a ra ar plant dindan daou viz (ma fell deoc'h e vefe bleunioù war ho pondalez a-benn ar 15 a viz Mae e rankit hadañ e miz Meurzh eta). Er goañv e vez dalc'het ar plant en ul lec'h freskoc'h (met goulaouek) evel ma vez dalc'het ar pelargoniom. E fin ar goañv, krennit ar plant dre an hanter ha dourit druz. Bleuniañ a raio ar gwez-butun dindan ur mizvezh. Gouest eo ar plant-mañ da zont da wez, hag a c'hallit derc'hel en ho ti. Ne voc'h ket gouest da c'hounit anezho diwar vout avat, rak diaes-tre eo ar gwriziennañ (padal, aes-tre eo gounit anezho diwar had).

Ar gwez-butun n'o deus ket ezhomm eus kalz elfennoù magus. Evit kaout ur bochad bleunioù kaer e c'hallit strujusaat ar plant gant kompost ordinal evit ar plant pondalez, hag a zo fosfor ennañ ivez.

Printed from neznama adresa