Ar pin-khasi (Pinus kesiya) a zo gwez a gresk buan, hag a zeu eus Azia. Ne greskont ket nemeur er-maez eus o bro c'henidik. Tizhout a ra ar gwez war-dro 30–35 metrad a uhelder hag ar c'hefioù betek 1 m treuz. War bep skourr e vez 3 spernenn dezhi 15 betek 20 cm hirder. Ar frouezh (tulbennoù) o deus un hirder etre 5 ha 9 cm hag an had a zo o ment etre 1,5 ha 2,5 cm hed.
Dont a ra ar pin-khasi (Pinus kesiya) eus an Himalaya : biz India (bremañ war ar menezioù Khasi ha Naga er Stad Meghalaya ha Manipour nemetken, abalamour d'an digoadurioù), Sina (proviñs Yunnan), Myanmar, Thailand an hanternoz, Laos, Vietnam (Lai Chau, Lang Son, Cao Bang, Quang Ninh) hag ar Filipinez (Luzon). Anavezet e vez a-wezhiadoù pin ar Filipinez evel ur spesad disheñvel, anvet Pinus insularis. E Sina e vez kavet ur spesad pin heñvel a-walc'h ouzh ar re-mañ, anvet pin-Yunnan (Pinus yunnanensis)
Kavet e vez ar spesad-mañ er c'hleuzioù mesket gant gwez all, o vevañ e douar trenk ha melenruz (pH 4,5), 800–2000 metrad a-us d'ar mor, peurliesañ etre 1200 ha 1400m. Un tiriad istrovanel eo, ennañ mareadoù gleb ha sec'h a-hed ar bloaz ; glaviñ a ra kalz, hag ar glebor en em gav en tu all da 70 % eus an aer.
Harzañ a ra ar plant-mañ ouzh ar rev, hogen gwall santidik ouzh ar rev eo e-pad mare ar strujañ.
Anvioù all ar plant-mañ : Pinus khasya, Pinus khasyanus
Printed from neznama adresa