Balan-India Pongamia pinnata

foto

Bleuñv Pongamia pinnata

Balan-India Pongamia pinnata (anvioù all : Honge, Pongam, Panigrahi, Karanj) a zo gwez dibourc'hidik, war-dro 15–25 metr a uhelder dezho, eus kerentiad ar Fabaceae. Ledan-tre eo o barr, ha goloet a vleunioù gwenn, roz pe mouk. Dont a reont eus India, met gounezet e vezont e pep lec'h e gevred Azia.

Pongamia pinnata a zo gwez trovanel damgouez, hag a harz ouzh an tommder hag ouzh bannoù an heol. A-drugarez d'o gwriziennoù ledan e c'hallont padout ouzh ar sec'hor ivez. En natur e kreskont war douaroù traezhek, roc'hellek pe razek ivez ; gounit a c'haller anezho war a bep seurt douar tost da vat, betek war douaroù holenek.

Gounezet e vezont alies e tiriadoù sec'h ha talvezout a reont da zizaveliñ pe da zisheoliañ. Eus o rusk e reer neud pe kerdin ha gant o gom du e veze louzaouet pistigadennoù ar pesked binimus gwezhall.

Gant skoulmoù ar gwrizioù e vez aesaet fiksadur an azot, ur prosesus simbiotek a laka azot gazus (N2) an aer da vezañ treuzkemmet e NH4+ (ur stumm azot a c'hall bezañ kemeret gant ar plant). Rak-se e c'hall bezañ implijet da strujusaat an douaroù paour en elfennoù magus. Tra m'eo pistrius ar plant en o fezh, ez eo antiseptikel ar chug hag an eoul anezho. Gallout a ra an eoul tennet diwar an had talvezout evit al lampoù-eoul, ar fardañ soavon, al lardigennañ pe ar produiñ biodiesel.

Printed from neznama adresa