Gwez-balmez Parajubaea torallyi

foto

Hadoù gwez-balmez

Parajubaea torallyi a zo gwez-balmez kaer ha rustek o tont eus Amerika ar C'hreisteiz. Koulskoude, ne vezont ket gounezet alies er-maez eus o annezad naturel, Bolivia, abalamour d'o had bras-divent (ha d'ar mizoù-kas uhel a zeu da heul)

Genidik eus Bolivia, e kresk ar gwez-mañ e traoñiennoù sec'h ha poultrennek an Andez war-dro 2700–3400 m a uhelez. N'eus spesad gwez-balmez all ebet hag a vevfe ken uhel. Du-hont ne vez ket tommoc'h eget 20°C gwall alies, ha rev a vez diouzh an noz. Er goañv (e miz Gouere ha miz Eost) e c'hall bezañ ken yen ha –7°C ha ne gouezh nemet 550 mm dour glav a-hed ar bloaz.

Harzout a ra ar gwez-mañ ouzh ar sec'hor, an dommijenn, ar yenijenn, ar rev hag ouzh an doareoù reveur all, hep koll o neuz vat. Hervez lod e vo bremaik ar gwez-balmez mojennus-mañ, a zo kreñv o galloudezh kinklus, e-touesk ar re boblekañ er broioù temperet hag istrovanel a-fed terkañ an ardremez. Er broioù ma vez rev e vo ret gwareziñ anezho. En Europa e c'hallint bevañ dindan –3°C. War a lavarer eo –8°C an temperadur izelañ ez int chomet bev dindanañ. Kollet e oa bet o delioù gant ar plant, met en nevezamzer ez eus deuet delioù nevez !

E Bolivia e tizh ar gwez-balmez-mañ betek 14 m a uhelder gant ur c'hef 25–35 cm treuz. Gwez-balmez oadet a 100 vloaz hag ouzhpenn a c'hall kaout 30 m a uhelder hag ur c'hef 50 cm treuz. War ar gurunenn e vez 20 delienn, lod 5 m hirder dezho ! Er-maez eus Bolivia ez int bihanoc'h avat.

Daou seurt a zo, a zisheñveler diouzh ment o frouezh hag a zo bet deskrivet evel daou spesad disheñvel : P. torallyi var. Microcarpa, bihan o frouezh, ha P. torallyi var. Torallyi, bras o frouezh. War a seblant n'eus diforc'h bras ebet etre an daou spesad ; var. microcarpa ne zeuont ket ken bras hag o c'har frouezh bras, met e-keñver azasausted ha rusted ez int re bar an eil da egile. War a lavarer, hep gwir abeg avat, e vez diaes lakaat an had da eginañ. Direizh e c'hall bezañ an eginadur, met dont a ra buan gant ma vez doujet ouzh un nebeud reolennoù, da lavaret eo : lakait an had dindan zouar, damc'holoet, ha dalc'hit anezho gleb. Gant kempennadurezh, un hin fresk pe istrovanel hag ul lec'h heoliet, e tiorroio buan ar plant bihan, hag e teuint da vezañ gwez-balmez bras, rust, gant ur gurunenn stuc'het kaer.

Parajubaea torallyi a zo plant kinklus poblek, hag a vez kavet e parkoù pe a-hed ar riblennoù straed. En Ecuador hag e Kolombia ar C'hreisteiz e vez gounezet ar Parajubaea cocoides eus 2500 betek 3000 metr a-us d'ar mor – ur seurt gwez-balmez hag a gresk goustadik ha ne harz ket ouzh ar rev. Dre m'eo heñvel ouzh Parajubaea torallyi ha n'eo ket anavezet e orin, e vez sellet ouzh ar seurt-mañ evel ur c'hultivar eus Parajubaea torallyi.

Ar spesad gwez-balmez bihanañ eo Parajubaea sunkha, a oa bet deskrivet e 1996. Ne dizhont nemet 8 metrad a uhelder, ha kavet e vezont e traoniennoù an Andez, e rannvro Vallegrande e distrig Santa Cruz e Bolivia, 1700–2200 m a-us d'ar mor. Hevelebet eo bet ar spesad-mañ a-viskoazh gant Parajubaea torallyi, met reizhet eo bet ar fazi-mañ gant ur studiadenn n'eus ket pell zo, hag adanvet eo bet Parajubaea sunkha.

Aes eo gounit gwez-balmez eus ar gennad Parajubaea. An doare gwellañ eo an hadañ. Koulskoude eo ret kaout pasianted peogwir ec'h egin goustadik an had (+- dindan ur bloavezh hanter) hag en un doare dizingal. Hadoù zo a egin a-benn ur miz, met reoù all a ra a-benn bloaz pe daou vloaz nemetken. Dre m'eo hemañ ur spesad istrovanel, ez eo ret mirout an had er yenijenn, o vezañ m'eo fall an tommder (kontrol da zoareoù mirout ar gwez-balmez all) evit an eginadur. Temperadurioù uhel a dalvez mareadoù sec'h, ar pezh n'eo ket mat evit an eginadur.

A-raok hadañ e ranker soubañ an had en dour dindan un temperadur a 20°C e-pad 5–7 devezh. Ret eo d'an hadoù brasoc'h heziñ e-pad div sizhunvezh, cheñchit an dour bemdez. O rufanañ an had ec'h eginint gwelloc'h. Soubañ an had a dalvez diwezh ar marevezh sec'h ha deroù marevezh ar glaveier, hag a zo an hini gwellañ evit an eginadur. Ne eginont ket an had-mañ e-pad ar marevezh sec'h e Bolivia (er goañv, eus miz Mezheven betek miz Here).

Goude an heziñ, hadit an had en ur pod pe ur sac'h plastik. Diwallit ma ne vo goloet nemet un hanter eus an had gant douar, ha dalc'hit anezho dindan un temperadur a 10–20 °C. Diwallit da reiñ re a zour d'an dindanad, a-hend-all e vije distrujet ar plant.

Roet e vez herr d'an eginañ pa vez un diforc'h bras etre temperadur an deiz (uhel) hag hini an noz (izel). Taolit evezh ez eo mat da bParajubaea temperadurioù izeloc'h ha nebeutoc'h a zour eget ar gwez-balmez all.

Gwirit stad an had bep teir pe beder sizhun goude an hadañ, hag adplantit an hadplantennoù e pep a bod. Aliet e vez kement-mañ gant gounideien palmez, ma ne vez eginadur ebet dindan c'hwec'h miz: paouezit gant an dourañ ha lezit an dindanad o sec'hañ e-pad un nebeud mizvezhioù. Lakait an had da heziñ e-pad ur sizhunvezh hag adhadit anezho.

Ma ne eginont ket an had-mañ dindan c'hwec'h miz, grit pep tra adarre.

Tost eo feur eginañ Parajubaea ouzh 100 %, ret eo deoc'h kaout pasianted avat, ha lakait an had lezirek-mañ da c'houzañv ur marevezh sec'h !

Damgouez eo ar plant yaouank, met arabat deoc'h disoñjal : na zourit ket kalz. Gwelloc'h eo d'ar plant yaouank an endroioù kerreizh (en o annezad naturel e kresk ar gwez-balmez-mañ e skeud ar gwez-balmez deuet), padal eo ret d'ar plant koshoc'h bezañ heoliet.

E-touez gwez-balmez Amerika ar C'hreisteiz eo ar gennad Parajubaea an hini a zo ar muiañ en arvar da vont da get. An abegoù pennañ o vezañ distruj an annezadoù naturel, ledanadur tachennoù al labour-douar, drougimplij ar forestoù hag an dreistpeuriñ.

Kreskiñ a ra ar gwez-balmez-mañ en ul lec'h nemetken, dre-se int gwanoc'h c'hoazh. Dre m'eo tev-tev ar frouezh, ne vezont ket skignet aes. Al loen pennañ a skign had ar gwez-balmez-mañ da lec'hioù all eo an arzh lunedek (Spectacular bear – Tremarctos ornatus), met en arvar emañ ivez abalamour da obererezhioù mab-den.

Printed from neznama adresa